Mojenn ar Sonerien Du

Ar mojenn…

 

Mojenn ar Sonerien Du…

Dibabet eo bet o anv gant gant Ar Sonerien Du en enor d’ar c’houblad sonerien brudet deus Lambour e Bro Vigouden, bet krouget e 1786 e-lec’h daou laer o doa graet torfedoù er parezioù tro-war-dro.

 

D’ar mare-se e veze gwelet pinvidigezh an dud war o dilhad. Seul pinvidikoc’h, seul brodetoc’h o dilhad. Koulskoude e oa paour-du an daou soner-mañ, neuze e oant gwisket gant dilhad groz diwar ar simplañ danvez du, hep tamm brod ebet.

 

Boazet oa ar sonerien du da seniñ e kement eured ha kement pardon a veze er vro. Ha paeet e veze anezhe gant boued ha boeson nemetken. Ar re-mañ ne vezent ket skuizh gwech-ebet o c’hwezhiñ er beuz hag e oant kapabl da seniñ pell spontus ha diehan. Goude ar gouel, erru un tamm skuizh hag alies mezv-dall ivez e veze neuze poent dezho mont d’ar gêr en-dro, hag e c’hoarveze dezho chom kousket ‘barzh foñs an touflez.

 

Gwechall hervez-kont e echue ar gouel-eured pa veze echu gant ar sonerezh. Ha neuze ez ae ar brud e vefe kustum ar sonerien du da seniñ diehan e-pad tri devezh diouzh renk. Hag an dra-se a blije kalz d’an dud dre ma oant toud zod gant an dañsoù. Dre-se e oa gwelet mat ar sonerien-mañ gant ar bobl, gwellañ sonerien evite a oa er Vro Vigouden. Met ne blije ket se tamm ebet d’an dud pinvidik er vro, aotrounez ha bourhizien, peogwir pa veze an dud o tañsal e-pad tri devezh ha teir nozvezh ne vezent ket o labourat e-keit-se evit o mestr. Gwelet e oant ivez a-dreuz gant ar veleien dre ma oa an dañsoù pec’hedoù diabolik ha pagan ! D’ar 25 a viz c’hwevrer 1786 e oa bet laeret ur vereuri gant daou laer bras e Ploeur. Harzet e oant bet gant ar jañdarmed. Met an dud a « justis-mañ » o doa kavet an daou soner mev-dall kousket e foñs ur c’hleuz, hag asantet, goude bezañ paeet, da eskemm an daou laer gant an daou soner. Setu krouget buan ha buan ar c’houblad sonerien war blasenn ar Marc’halac’h e Pont-n’ Abad, o c’horfoù staget a-istribilh d’ar foc’h er Justisoù war dosenn Bringall. Hag an dra-se a blijas kalz d’ar vourc’hizien ha d’ar veleien, hag a zisplijas muioc’h c’hoazh da dud ar bobl, aet e kounnar p’o doa dizoloet an dro-gamm hag ar muntroù.

 

Dav eo goût ivez e oa diouzh ar vosenn er vro hag ur c’hlenved kriz oa homañ. Met aet e oa ivez da greñvaat mojenn ar sonerien du. Ar sonerien a oa bet eskumunuget, setu oa bet leusket o c’horfoù d’an avel ha d’ar brini. Ha dont a rae tud da stokañ oute en ur soñjal e vefent miret diouzh ar vosenn. Dont a reas sonerien ar bobl da vezañ merzherien ha degaserien chañs.

 

Diwar neuze, merc’hed bro Vigouden a oa kustumet da vont da stlepel tammoù
asiedoù torret war o bez dre ma zegase chañs vad dezhe. Bravigoù a vez graet eus an tammoù feilhans-se.

 

Tamm enklaskoù zo bet konduet gwechall gant Yann Corentin Ar Gall, Bigouter, soner brudet anezhañ ha krouer ar strollad. Hemañ an hini en doa roet o anv d’ar Sonerien Du. Kalz traoù en doa dizoloet war istor ar sonerien du a-orin, betek o anvioù familh. Siwazh deomp, aet e oa d’an anaon hag e ouiziegezh gantañ d’e heul. Pezh a zo mousfentus, « Ar Justisoù », al lec’h ma oa bet boureviet an daou verzher, a zo just a-dreñv ti-jañdarmed nevez e Pont-n’Abad…

(Troidigezhioù Louis-Jacques Suignard & Anna Suignard-Bouliou)

 

stele-des-sonerien-du-pont-l-abbe

“Ar Justicioù” (Pont l’Abbé) – Sculptor : Patrig Ar Goarnig (1996)