Sonerien Du

Buhezskrid

Buhezskrid

 

SONERIEN DU : Daou ugent vloaz a sonerezh Breizh

Krouet e 1972 gant mignoned sonerien a oa boazet da seniñ evit Kelc’h Keltiek Pont-n’Abad (Kerbenn Bro Vigouden). C’hoant o doa bet ivez da seniñ er festoù-noz a oa o tont diouzh ar c’hiz d’ar mare-se. Piv en dije kredet, 40 bloaz goude, e vefe c’hoazh ar SONERIEN DU ur marc’h limon e-touesk strolladoù breizh a-vremañ ???

 

Surfet o deus ar SONERIEN DU e-penn-kentañ ar bloavezhioù 70, war ar gentañ « gwagenn geltieg », lañset gant Alan Stivell, anezhañ heñcher an nevez-amzer keltieg, Tri Yann, Gilles Servat, hag all… Diouzhtu e oa bet brudet ar strollad ha goulennet e Breizh evel just, e Bro C’hall, en estrenvro. Troioù bras en Europa a-bezh o deus kaset anezhe diouzh Konk Leon da Vienna, diouzh Oslo da Porto !!!!

 

Tost d’1 000 000 a gilometr graet gante dindan forzh peseurt amzer, muioc’h eget 4000 abadenn ha fest-noz, miliadoù ha miliadoù a zañserien o deus bet ar blijadur da zañsal war o zañsoù, gavotenn, plaen, en-dro, ha ride a-bep seurt… Forzh peseurt gouel meur a lide sonerezh ar broioù geltiek, an holl o deus degemeret Ar SONERIEN DU ur wech d’an neubeutañ…

 

Ur vuhez arzel leun ha pinvidik gant 23 album. SONERIEN DU o deus treuzet ar renkadoù hep kosaat, kazi ! Gwir eo, cheñchet zo bet sonerien abaoe ar penn-kentañ. E miz Gwengolo 2013, en deus Jean-Pierre LE CAM, trevidig diwezhañ ar strollad anezhañ, goude bezañ servijet 41 bloavezh, leusket e blas da gChristophe RUNARVOT, ar bidoc’hig hag a ra war-dro ar c’han hag ar gitar boud… Show must go on !!!

 

Ar sonerezh ivez ‘deus cheñchet gant an amzer. Akoustek da gentañ er 70s, deuet e oa da greñvaat, gant ur frammad rock ‘n roll, en ur veskañ binvioù hengounel evel-just (bombard, binioù, violoñs, mandolin, bouest an diaoul, kan) ha binvioù dredan (gitar, gitar- boud, taboulinoù ha klaouieroù). Spered ar sonerezh zo diouzh ar c’hiz penn-da-benn met gant doujañs evit an dañs… Hag en un aergelc’h tomm ha lañsus !!!!

(Troidigezhioù Louis-Jacques Suignard & Anna Suignard-Bouliou)